Katell Aleksandria

Ur pennad Santez Katell zo ivez.
Caravaggio: Santez Katell (1595-1596)

Santez Katell a Aleksandria a zo unan eus ar sentezed ha merzherezed kristen kehelet ar muiañ abaoe ar Grennamzer en Europa. Koulskoude emañ liv ar vojenn war an istor a zo bet kontet diwar he fenn kantvedoù-pad, ken e oa bet diverket hec'h anv diwar deiziadur ar sent gant an Iliz katolik roman eus 1969 betek 2002. Lidet eo Gouel sant Katell d'ar 25 a viz Du (d'ar 24 en ilizoù reizhkredennour dindan levezon Rusia). Meur a gustum dibar a veze hag a vez c'hoazh en deiz-se. Da skouer e vez lidet ar merc'hed dizimez, un dilhad pe un tog dibar ganto, anvet ar C'hatelliged pa'z int en tu-hont da 25 bloaz. Katell a zo stumm brezhonek Katarina (gresianeg kozh : an hini c'hlan) ; ha bez ez eo unan eus an anvioù-badez ar muiañ roet e Breizh koulz hag en Europa a-bezh betek kreiz an XXvet kantved.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search